Fizik

Article in other languages:

Ar fizik (eus ar gresianeg φυσικός (physikos= naturel) a zo studi an energiezh hag e etreober gant ar materi (cf. kimiezh, bevoniezh). Ablamour da preveudi an energiezh e-keñver istor an Hollved hag ablamour pep rann ar materi a dlee etreoberiañ gant an energiezh ma vo eztaolet e berzhioù evit mont da dreuzfurmiñ hag ablamour m'eo an energiezh an abeg pennañ pa ya ar materi da vezañ puzuilhet en e rannigoù bihanañ, ar fizik a zo lakaet alies evel ar skiant diazezel.
Ar fizik a bled gant ar materi e meur a doareoù ha meur a endroioù abaoe an isrannigoù-kalonenn a ya d'ober ar materi (cf. rannig fizikel) beteg holl emzalc'h an Hollved materiel (cf. : kosmologiezh).

Meur a berzhioù a studier er fizik a zo perzhioù an holl sistemoù materiel, peurvirerezh an energiezh, da skouer. Ar perzhioù-se a vez anvet lezennoù ar Fizik alies.

Ar fizik a zo liammet gant teoriennoù ar matematikoù pa teoriennoù ar fizik a vez eztaolet ingal dindan stumm daveadurioù matematikel hag matematikoù ar fizik a vez graet a zo kemplesoc'h eget re ar skiantoù all.
An diforc'h etre ar matematikoù hag ar fizik a zeu eus hini o zachennoù : ar bed materiel evit hemañ ha patromoù difetis evit ar re-se. Koulskoude n'eo ken splann an diforch pa 'z eus un dachenn etrezo hag e vez anvet ar fizik matematikel o tennañ da dispakañ ar frammoù matematikel a gaver dindan an teoriennoù fizikel.

Fizik teorikel ha fizik arnodel

E keñver ar skiantoù all e kaver un diforc'h pa weler eo kustum rannñ ar fizik etre ar fizik teorikel hag ar Fizik arnodel. Er 20vet kantved, an darn vuiañ eus ar fizikerien o deus en em arbennikaet pe e fizik teorikel pe e fizik arnodel.
Diorreet war hentoù disheñvel, pep skourr ar fizik a zepend an eil eus egile. An araokadennoù a zeu alies pa arnodourien a lak war wel fenomennoù ha ne c'hell an teoriennoù displegañ anezho. Ma ne vije a arnodoù e c'hellfe ar fizik teorikel mont war hentoù-dall.

Unanennoù ar fizik

Teoriennoù pennañ

Kelennoù pennañ

Astrofizik
Astronomiezh
Kosmologiezh
Mekanikerezh
Termodinamik

Questions for article: bidang fizik, cahaya teori fizik, contoh soalan fizik, contoh soalan halaju, contoh soalan kimia termodinamik, fisike kemagnetan, fizik keelektromagnetan, fizik airone, fizik airone verses aliante, fizik aliante vs. arione, fizik nota

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


IHS Europe: Infrared Heating Systems for Home and Business.