|
Article in other languages:
|
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
جمهوريّة مصرالعربيّة
Jumhūriyyat Misr al-ʿarabiyya
 |
 |
| (Banniel Egipt) |
(Skoed-ardamez Egipt) |
 |
|
| Kan broadel |
بلادى، بلادى
Biladi, biladi |
| Yezh ofisiel |
Arabeg |
| Kêr-benn |
Kaero (Al-Qāhirah) |
Gorread
-En holl
-% dour |
1 001 450 km²
0.8% |
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs |
77 505 756 (2005)
75/km² |
| Prezidant |
Mouhammad Housni Moubarak |
| Kentañ ministr |
Ahmad Nazif |
| Gouel broadel |
23 a viz Gouere |
| Moneiz |
Lur egiptek (LE) |
| Kod pellgomz |
20 |
| Kod war ar Genrouedad |
.eg |
Republik arab Egipt, berraet e Egipt, pe Ejipt hervez an anv istorel e brezhoneg, (en arabeg:مصر, romanekaet e Misr pe Masr e rannyezh Egipt), a zo ur riez treuzkevandirel e Biz Afrika. Daoust m'emañ an darn vuiañ anezhi en Afrika, e vez renket alies-tre e takad ar Reter-nesañ evit abegoù politikel ha sevenadurel.
P'eo war-dro 1,020,000 km² he gorread, Egipt he deus harzoù douarel gant Libia er c'hornôg, gant Soudan er su ha gant Israel ha Bandenn Gaza er biz. Aodoù zo d'ar vro a sko war ar Mor Kreizdouar en norzh ha war ar Mor Ruz er reter.
Gerdarzh
Meur a stumm zo bet da anv ar vro a-hed an istor.
- An anv kentañ eo bet kemet en egipteg, a dalvez kement a douar du.
Daveiñ a ra an anv-mañ da lec'hid du strujus an Nil a save bep bloaz war an douaroù pa zic'hlanne ar stêr.
- Dont a ra an anv brezhonek a-vremañ, Egipt, eus unan eus anvioù ar stêr Nil e gresianeg : Aigyptos (Αιγυπτος). Diwar ar vammenn c'hresianek-se e teu an anv implijet gant holl yezhoù kornôg Europa (Egypt, Egipto, Égypte, Ägypten, hag all).
- Arabed, int, a ra gant un termen all, disheñvel e orin penn-da-benn :مصر, Misr.
Questions for article: economia egiptului, współcześni egipcjanie, (egitto) ka, antic map of alexandria, egypt, arta asiro-babiloniana, asjut egipat, demografie aswan egipt, dinastie ejip, economia egiptului antic, egipt map, egiptu antic sfinxul si piramidele
|