|
Article in other languages:
|
Ur gêr e Sina an Hanternoz eo Beijing (sinaeg] 北京, Pinyin Běijīng). Kêr-benn Republik pobl Sina an hini eo hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur rannvro er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Tianjin eo, e-kreiz rannvro Hebei. Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh. Kêr-benn bolitikel ha sevenadurel Sina eo Beijing, tra ma z'eo Shanghai he c'hêr-benn armerzhel. Unan eus Peder c'hêr-benn gozh Sina eo ivez. E 2008 e vo dalc'het ar C'hoarioù Olimpek eno.
AnvKêr-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'hêrioù en Azia. Nanjing, anv kêr-benn gozh ar Vinged, a dalvez Kêr-benn ar Su, tra ma talvez Tokyo Kêr-benn ar Reter. "Pékin" e vez anvet ar gêr-se e galleg, un anv a gav e orin e distagadur ar mandarineg er XVIIvet kantved. Kalz eilstummoù he deus bet ar gêr-se e Sina. Etre 1928 ha 1949 e veze graet Bei Ping (Peoc'h an Hanternoz) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina e Nanjing. Un tiern a vrezel a rene war ar gêr d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasañ eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet reizh-diazezet e c'houarnamant. Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro, met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-mañ gant Republik Sina. Betek ar bloavezhioù 1970 e kendalc'he tud Taiwan d'ober gant Bei Ping evit he anval. Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar gêr, graet gantañ gant tud ar vro. Daveiñ a ra an anv-mañ d'ar Rouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare ar Rouantelezhioù oc'h Emgannañ IstorPoblekaet eo bet lec'hienn Beijing abaoe ar milved kentañ kent Jezuz-Krist. E-kichen Beijing a-vremañ edo Ji kêr-benn ar Rouantelezh Yan. Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro ar XVIvet kantved ha ne oa nemet kêrioù bihan er rannvro e-pad an tierniezhoù Sui ha Tang. E 936 e roas tierniezh ar Jin Diwezhatoc'h un darn eus e harzioù en hanternoz, Beijing enno, da dierniezh kithan al Liao. Un eil gêr-benn, Nanjing hec'h anv, a grouas homañ el lec'h m'emañ bremañ Beijing. E 1125 e aloubas tierniezh Jurchen ar Jin al liaoed ha Nanjing a lakajont da gêr-benn. Zhong Du (kêr-benn ar c'hreiz) hec'h anvjont. Distrujañ a reas ar Vongoled kêr Zhong Du e 1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du an hanternoz. Anezhi e lakaeas Kubilai Khan da gêr-benn. Khanbalik e anvas e mongoleg (o talvez kement ha "annez meur ar C'hhan") ha Da Du e sinaeg (da lâret eo, "kêr-benn veur"). War ar seblant en doa Kubilai Khan dibabet Khanbalik da gêrbenn, edo war vevennoù ar bed sinat, peogwir e oa tostoc'h ouzh Mongolia. Goude diskar an dierniezh Yuan e voe adsavet kêr gant an dierniezh Ming a anvas anezhi Shun Tian. E 1403 e kasas an impalaer Yongle e gêr-benn eus Nanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzoù an hanternoz. Kemeret he deus kêr Veijing he neuz a-vremañ e-pad ar remziad Ming gant savidigezh ar Geoded Difennet etre 1406 ha 1420 hag Azeuld an Neñv e 1420. Pobletañ kêr ar bed e oa Beijing etre 1420 ha 1650 hag etre 1710 ha 1825, hervez studiadenn Tertius Chandler ( Four Thousand Years of Urban Growth: An Historical Census). Goude dibenn ren ar Vinged e chomas Beijing kêr-benn tierniezh mandchouek ar Quinged. Enni e lakaeas seziz ar c'hannatioù arallvro e-pad Emsavadeg ar Vokserien e 1900. An Dispac'h Xinhai a ziskaras an dierniezh Quing e 1911 ha klasket e oe erlerc'hiañ Beijing gant Nanjing, met Yuan Shikai, a oa e skoazell dizouerus da verzh an emsav, a viras an emsaverien da zalc'h Beijing da gêr-benn. Embann a reas Yuan Shikai e [[1915] e oa deuet da vezañ impalaer, met ne oa ket bet degemeret e renerezh gant ar rannvroioù. Kouezhout a reas ar vro etre daouarn an dierned a vrezel. A re bouezusañ anezho a stourme evit kontroliñ Beijing e-pad ar brezelioù Zhili-Anhui ha Zhili-Fengtian. Goude Argasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant ar C'huomintang e Nanjing. Adañvet e oa bet ar gêr Beiping, ar pezh a c'hell bezañ troet Peoc'h an Hanternoz pe Hanternoz peoc'hekaet, a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni. E-pad ar Brezel etre Sina ha Japan e oa bet tapet Beijing gant ar Japaniz d'ar 29 a viz Gouere 1937. Dindan o dalc'h e adkavas hec'h anv kozh - Beijing - hag e voe lakaet da sez ur gouarnamant c'houllo : Danvez Gouarnamant Republik Sina. Hemañ a oa kendeuzet gant Gouarnamant Wang Jingwei edo e sez e Nanjing. Goude kodianigezh Japan, avat, e oa bet adanvet ar gêr Beiping. D'an 31 a viz Genver 1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourmañ. D'ar 1añ a viz Here ez eo eno ma embannas Mao Zedong krouidigezh Republik Pobl Sina. Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da gêr-benn ar stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro. O vezañ kêr-benn ar vro he deus gwelet Beijing kalz trubuilhoù e-pad dekvloaziadoù diwezhañ an XXvet kantved, en o zouesk manifestadegoù Tienanmen, e 1976 hag e 1989. Kregiñ a reas Beijing e ziorren goude adreizhadurioù armezhel Deng Xiao Ping (adalek 1978) hag ar c'hresk-mañ en deus degaset kudennoù niverus (saotradur, tremen) d'e heul. Douaroniezh
Luc'hskeudennoù eus Beijing tapet gant Landsat 7.
Lec'hiet eo Beijing e hanternoz plaenenn hanternoz Sina. Gant menezioù eo gwarezet kostez ar c'hornôg, an hanternoz hag ar gwalarn ouzh gwent ar stepoù. E gwalarn ar gêr e kaver ar Menezioù Jundu tra m'eo riblet ar c'hornôg gant ar Menezioù Xinshan. Lec'hiad uhelañ ar geoded eo Menez Dongling (2303 m) war vord Hebei. Talvoudekaet eo bet ar menezioù-mañ pa'z eo bet savet Moger Vras Sina a wareze ar gêr a-enep d'ar gantreidi. Teir stêr a red dre Beijing : Yongding, Chaobai hag un darn eus ar stêr Hai. E penn diwezhañ Kanol Vras Sina, a gerzh etre hanternoz Sina ha Hangzhou, emañ Beijing ivez. Kriz e vez hin Beijing, gant hañvioù gor ha gleb abalamour da vonson Azia ar reter ha goañvioù avelek, yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidenn Siberia. Gwrezverkoù keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e miz Gouere. Bez ez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho o varradiñ e-pad an hañv. Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barroù-avel deuet eus an dezerzh a vez alies. O kempenn kêr emañ ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het ar c'hoarioù olimpek eno. Frammadur ar gêrKarterioù
Karterioù pennañ Beijing eo :
Meur a anv-lec'h e Beijing o deus o dibenn o echuiñ gant an elfenn -men (门), ar pezh a dalvez kement ha dor. Diwar anvioù dorioù moger gozh ar gêr int bet savet. Reoù arall a echu o anvioù gant an dibenn cun (村), o talvez kement ha kêriadenn. Ar c'hêriadennoù a zo kaoz amañ a oa lec'hiet d'en tu all da voger-tro ar gêr. KêrioùUn nebeud kêrioù a zo enframmet e-barzh kumun Beijing met er-maez an tolead-kêr end-eeun : Rannoù melestradurelE 18 rann eo lodennet keoded Beijing. 16 anezho a zo bannoù pe distrigoù, an div all o vezañ kontelezhioù. E eizh bann eo rannet ar gêr hag he bannlev tost-kaer.
Ar c'hwec'h distrig pelloc'h a endalc'h ar banlevioù pellañ ha kêrioù staget ouzh Beijing
Sifroù diwar Geohive ArmerzhE 2005 e oa PBK Beijing 681.45 $ RMB (war-dro 84 miliard $ SU), kresket anezhañ eus 11,1 % e-korf ur bloaz. He PBK dre zen a oa 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o deus niver ar c'hirri-tan (+ 18 % e kerzh ur bloaz) ha priz an tier. E Guomao emañ kreizenn arc'hantel nevez ar gêr. Enni e kaver sezoù embregerezhioù, kreizennoù kenwerzhel ha lojeizoù pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etre Fuxingmen ha Fuchengmen tra m'eo Wangfujing ha Xidan toleadoù kenwerzhel dreist-holl. E Zhongguancun, lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhioù elektronek. War du ar c'hornôg emañ ar c'helc'hiadoù greantel pennañ ha er maez ar gêr e c'hounezer maiz ha gwinizh Da vezañ buan tre e kendal'ch kreskadeg Beijing,ar pezh en-deus dilerc'hoù diblijus.Brudet eo ar gêr evit he "smog" ha "programoù espernidigezh energiezh" dekredet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag an tredan a zo ker tre. Arnodin a reas ar gouarnamant da zirouetlañ ar gudenn dre urzhiañ greanterezhioù da lakaat arc'hant da wellaat glander. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet kuit ez int da gerioù arall evl X'ian Tisaverezh
Un Hutong.
Tri stumm a disaverezh a gaver e Beijing. Da gentañ, an tisaverezh impalaeriel a zo skouer gwellañ :Tienanmen, ar Geoded Difennet hag Azeuldi an Neñv. Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savadurioù savet etre 1950 ha 1970. Savadurioù savet goude 1980 a zo muioc'h a-vremañ o stumm, gant ur meskaj a disaverezhioù kozh ha nevez. PoblañsouriezhPoblañs Beijing, se a zo tod o chom e Beijing muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15.38 milion. 11.870 anezho a oa hukou, gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurest o-deus un aotreadur amzeriad hepken. Bez ez eus un niver dianav eus divroidi eneplezenn deuet eus ar maez. Hei ren pe dud zu anver anezho. 95% eus an dud o chom e Beijing a zo Han. Kavout a reer ivez Mongoled, Mandchoued, Hui ha Tibetiz. Bez ez eus ur skolaj tibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.
SevenadurSkeudenn:SunWuKongInBeijingOpera.jpg
C'hoarigan Beijing.
Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadoù kêrel Beijing. Un doare mandarineg eo ha warni eo diazezet ar sinaeg standart. Er-maez ar gêr e komzer rannyezhoù tost a-walc'h ouzh hini proviñs Hebei. Brudet e vez C'hoarigan Beijing eve unan eus begoù sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganioù, a gendivizioù komzet hag ag oberennoù. Gant ur yezh hen he stumm e vez graet ennañ, ar pezh e laka da ziaes da gomprenn. Ar Siheyuan (四合院) a zo stil tisaverezh hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambroù o c'hronnañ ur porzh diabarzh. Hemañ a vez oc'h enderc'hel ur wezenn (ur c'hreunadenn alies)) pe un oglenn gant pesked. Un Hutongs (胡同) a vez graet gant heuliad Siheyuanoù. Boutin tre e voent e kreizenn Beijing gwechall met o vezañ distrujet emaont e frammadur politikerezh arnevezadur bleiniet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roet ranndioù er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeut hutongoù a zo gwarezet, avat, evit abegoù sevenadurel hag istorel. Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, an houadrostet he meuz brudetañ. Tiez-te a zo niverus e Beijing hag an te a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hiel. Meur a zoare te a zo, reoù bennak ker tre. TreuzdougenD'ur greizenn bennañ a dreuzdougen ez eo aet Beijing adalek adreizhadur armezhel Deng Xiaoping. Pemp hentoù-tro ha nav gourhentoù a gelc'h ar gêr. Un aerporzh etrevroadel he-deus ivez. Hentoù-houarnDiv c'har bennañ a zo e Beijing : Gar Beijing ([[sinaeg 北京站; Hanyu Pinyin: Běijīng Zhànha) Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin: Běijīng Xīkèzhàn, sinaeg: 北京西客站) a zo aet d'ar gar brasañ e Sina. Garioù bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar reter, Beijing an hanternoz ha Fengtai. Ur greizenn hent-houarn a zo Beijing. Linennoù a liamm anezhi ouzh kêrioù brasañ ar vro evel Guangzhou, Shanghai, Harbin, Baotou, Taiyuan, Chengde and Qinhuangdao. Reoù arall a vlei e Rusia pe e Korea an Hanternoz Ul linennn-tren-bun-tre a zo o vezañ savet. Echuet e vo e 2007 ha liammañ a raio Bejing ouzh Tianjin HentoùGant an holl rannoù eus Sina eo Beijing liammet dre an hent. Nav gourhentoù (ha c'whec'h arall o vezañ savet) ha ennek hentoù broadel a gevre Beijing gant ar proviñsoù. E-Barzh Beijing e voe bet savet pemp hent-tro. Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing. Pemdezek eo ar stoc'hadoù, dreist hol er greizenn e-kichen rabin Chang'an. Da de dirouestlañ an diasderioù-se o-deus bet brasaet straedoù meur ar gêr d'o liaman gant an trede hent-tro. Esperiñ a reer e lakaio an dra-se da aesoc'h da dremen eus un hent-tro d'an egile. Ma'z eus kudennoù red gant Beijing n'eo ket en-abeg d'he ment hepken. An treuzdougenoù boutin a zo skort ha leunat e vez alies ar busoù. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezañ talvoudus. Hervez ar gouarnamant e gwellaio an traoù er bloavezhioù da zont ha da get e tlefe mont ar stoc'hadoù a-raok ar c'hoarioù olimpek. AerporzhioùAr Beijing Capital International Airport (Sinaeg eeun: 北京首都国际机场; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin: Běijīng Shǒudū Guójì Jīchǎng) a zo aerporzh pennañ ar gêr. E-kichen Shunyi emañ, 20 km eus ar greizenn. Ennañ e erru darn vrasañ eus an nijadennoù evit Beijing. Ouzh ar greizen eo liammet dre Hent-Buan an Aerporzh ((机场高速公路, Hanyu Pinyin: Jīchǎng Gāosù Gōnglù). Mont eus ar greizenn d'an aerporzh a gemer war dro 40 munut. An aerporzhioù arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont talvoudekaet dreist holl. Treuzdougenoù boutinPeder linenn a zo gant metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地铁; pinyin: běi jīng dì tiě), div anezho a zo isdouarel, an div arall a zo a us d'ar gorre. Rakwelout a reer da sevel muioc'h evit ar C'hoarioù Olimpek. Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004. Busoù gant an aeriañ a gousk 2Renminbi evit 10 km. Ar re heptañ na gousk nemet 1 renminbi. Tikedoù metro a gousk 3 Renminbi evit al linennoù 1, 2, 13, ha 8T, 5 RMB evit tikedoù oc'h aotren un dremenadenn davet al linenn 13 ha 4 RMB evit tikedoù oc'h aotren un dremenadoù davet al linenn 8T. Boutin kenañ eo an taksioù. Koustañ a reont 10 RMB evit an deg kilmotr kentañ ha daou evit pep kilometr muioc'h. Goude 15 km e kresk ar prizioù eus 50%. Kreskiñ a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 18 eur. Ar c'hreskadennoù-se a zo a-vernioù. TouristelezhE-sped freuzioù ar brezelioù hag eus an Dispac'h Sevenadurel eo Beijing pinvidik e monumantoù. Daoust m'anavez tud ar c'hornôg anezhi evit he fouez politikel dreist holl, eo Tiananmen (dor ar peoc'h neñvel) unan eus diduelloù pennañ ar gêr. Lec'hoù arall a zo Moger Vras Sina, a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, ar Palez Hañvek hag Azeuldi an Neñv Lec'hioù touristel pennañ e-barzh ar gêrMonumantoù
Azeuldiez
Liorzhioù
Karterioù KenwerzhelEr-maez ar gêr
OstalerioùBetk ar bloavezhioù 70 e oa ostaleri wir ebet e Beijing en abeg da etad an traoù armezhel ha kevredel. Ar veajerien a veze o vont er zhaodaisuo, un doare ostaleri-stad. Un nebeut anezho a zo talvoudekaet c'hoazh hiziv an deiz. Er bloavezhioù 70 e krogas Sina d'arnodiñ da sachañ arc'hant tud ar c'hornôg. Un niver bras a ostalerioù a zeraouias da sevel neuze. Kalz ostalerioù, reoù'zo uhel tre o live, ez eus bremañ e kêrbenn Sina an hini vrudetañ a zo Ostaleri Beijing (北京饭店), a zo perc'hennet gant ar stad. E-touez ar re-arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez. Bez ez eus Ostalerioù evit ar Re-Yaouant met n'int ket gwall niverus. Buhez an nozOberiant ha variant eo buhez an noz e Beijing. Dañsvaoù niverus a voe bet krouet abaoe adreizhadurioù Deng Xiao Ping. War-dro Sanlitun pe e-kichen Sportva al labourerien emañ darn vrasañ anezho. Kavout a reer reoù er c'harter Wudaokou e gwalarn ar gêr. Ar c'harterioù ma'z int digor diwezhat an tavarnioù a zo : DeskadurSkolioù-meur niverus a gaver e Beijing, meur anezho etrevroadel o live. Ar re vrudetañ a zo :
)
A-drugarez e renk a gêrbenn sevenadurel ha melstradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h skolioù-meur eget tout ar c'herioù arall er vro. Melestrer ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estrañjour Roll skolioù-veur Beijing
MediaoùSkinwel ha skingomzSkinwel Beijing a skin-gas war ar chadennoù 1 da 10. Er c'hontrol d'ar Skinwel-Kreiz Sina, n'en-deus ket ur chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat : Hit FM war FM 88.7, Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774. KazetennoùAr gazetenn vrudetañ eus Beijing a zo ar Nevezioù an Abardaez Beijing (Beijing Wanbao). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezioù Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennoù pennañ arall a zo :
E Beijing e vez embannet Kazetenn-bemdeziek ar Bobl (Sinaeg: 人民日报; Pinyin: Rénmín Rìbào) ha China Daily e saozneg. SportoùAr C'hoarioù Olimpek a herberc'ho Beijing e 2008. Meur a skipailh-sport ez eus enni, en-o-zouez : Liammoù Diavaez
Questions for article: hemelse tempel, aeroportul beijing, aoshen beijing ducks website, illegally ba, बीजिन्ग, बेजिंग olympics, bagean china, beijing cctv heahquarter, beyjing, beyjing 2008, bheijing |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
IHS Europe: Infrared Heating Systems for Home and Business.